Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/47

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



II



Eur youc’hadenn a yeas dre ar vro.

Karantez ?… Ah ! Doue !…

Eun avel skarnil, eun avel foll, eun avel leun a gasoni hag a egar a c’houezas war Kornog ar Bed.

Ar gwaz a vede er park, dindan an heol bero.

Ar c’hloc’h a zonas evel evid an tan-gwall. Ar meder, pennfollet, a stlapas e falz emesk an ed hag a gerzas d’ar bourk, d’an iliz, da lakât e brall ar c’hloc’h bras.

A-istribilh edont, eun dousenn, ouz ar c’herdin ; ar c’hleier a yae en dro evel evid eur vadiziant vras, pe eun eured eus ar c’haëra. Ar beleg a zeuas d’o c’haout ha da lakat ehan ; c’hoarzin a rejont dirazan evel tud diot, hag, e gwirionez, kollet oa ganto o spered. Evel evid eur vadiziant binvidik, hag evid eun eured dispar, e sone ar c’hleier. Evid eur vadiziant hag evid eun eured e zonent, siouaz !…

Badiziant an tan.

Dimezi hag eured an den gand ar bez !…

— Ar brezel ! ar brezel ! a youc’has ar poblou.

Ar brezel ;

Ar c’hlenvejou ;

Eun eost ruz ; eun eost gwad ;

Daou c’hant hag hanter mil Breizad lazet !

Falc’hadeg eur ouenn !

Lezel a rejont an eost d’ober gand ar merc’hed.