An tiez a zeuas da veza goullo, met leun a glemmou, a valloziou, a ganv !…
Ar voazed a lezas an eost gand ar merc’hed evit kerzet d’an harzou, da lakat o buhez etre daouarn Doue.
Gwasoc’h eget loened gouez e oa deuet an dud da veza. Ar bleiz ne laz ket ar bleiz. Kounnar Doue eo a zirolle war ar bed.
Kalon an den a oa breinet.
Boued an den a oa hudurnez.
Ne weled mui na gwirionez na lealded, ar varnerien a zouge eur fals-varnedigez evid eur yalc’had aour. Aour ar Juvezien a rene ar bed, aour ar re a lakeaz Jezuz-Krist d’ar maro. Klask a rejont er c’hantved-man, merzeria ar Gredenn, en eur stenna difinv, ha sounnet evid atao, ar yaouankiz ar gaëra war dachenn en emgann.
Mordiern a gerzas evel ar re-all.
Eun nebeut deveziou araog an embann brezel e oant aet da bardona da Zantez-Anna ar Palud. Soazig a enaouas eur c’houlaouenn goar dirag aoter Mamm ar Werc’hez evit dezi skuilha he bennoz warno. Ha Mordiern, gand fizians e galloud ar Zantez, a lavaras en eur vont kuit :
« Bez dinec’h, Soazig, dont a rin en-dro. »
Ar c’hanol a groze ; al lazadeg a oa spontus. Mordiern a voe kaset d’an tan. Eur miz goude, Soazig a dridas he c’halon pa lennas war eul lizer :
« Soazig koant, n’ouzon ket penaos, er mintin-man, en eur zihun, ez eus deuet eur groaz da goueza war va feultrin. — « Soudard kalonek, dispont e kreiz an tan… hag all… Koulskoude n’em eus ket graet muioc’h eget va dever… »
Soazig, lorc’h enni, a ziskouezas al lizer-ze da ouspenn unan eus he mignonezed.