Soazig a skrive d’ezan alies, alies, gant he fluenn, ha gant he c’halon. Aes oa gouzout, en eur lenn he lizerou, pegement e krene hec’h ene paour. Lakât a rae d’ezan keleier eus ar barrez, ha penaos edo stad e diegez chomet etre daouarn daou vevel koz. Ha Mordiern, pa lenne al lizerou-ze, stummet ker koant, a grede beva c’hoaz en e barrez, hag an hir-amzer hag an droug-hirnez a bellaë evid eun abadenn. Rak ar brezel a bade… a bade…
Tremenet oa eur goanv ha tremenet eun eost all :
« Abenn bloaz ec’h echuo an dispac’h », a lavare ar c’hazetennou.
Eun devez, Mordiern, epad ma c’houitelle an tammou dir en aer, ha ma krene an douar gand an tennou kanol, a lenne eul lizer en e lochenn, toullet dek troatad bennak dindan douar an Argonn. Eun tamm goulou pikouz a oa war elum o tiskouez ar pri a c’holoe e zilhad, hag an dour a oa en e zaoulagad.
Franseza, mamm Soazig, oa maro. Berr tre oa al lizer, ha ne oa ket lakeet penaos e oa maro. Dreist holl e lenned kement-man :
- Youennig karet,
…Mar vijes bet aman ez pije lakaet urz war an traou. Eur gward zo lakaet warnon. Gwerzet e vo an traou nemed an ti. Da di va eontr da Gerloagen ez in da c’hortoz ac’hanout. Truez ouzin, Youenn, ha deus buan en dro, kemend-all a draou am eus da' lavaret d’it ! Va unan breman, hep tad, na mamm ! Ne chom ganin nemedout hag emout ker pell ! N’ez eus den evid va frealzi, den ebet !… Pegen reuzeudik ez oun ! Ped evid ene va mamm gaez, ha skriv d’in buan. Kredi a ran eman va c’halon o vont da vankout.
Soazig.