Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/5

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


LIZER AN HINI MARO


Me hel lavar d’eoc'h : Ar Vosenn zo eur
gwall dra ; kas a ra eur rummad tud
da netra, ker buan ha ma skub an avel
skarnil ar pell diwar al leur…
Ar vezventi n’eo ket eur rumm dud, na
daou, na tri, met eur ouenn a-bez a
ya ganti.
(Furnez ar bed)



I


Deuet e oa an noz.

Eun nozvez yen, eun nozvez goanv.

Al loar a bare…

Eun avel-put a c’houitelle war al lanneier touz hag a droc’he evel eun aotenn.

« Skornet e vezimp, a c’hrosmolas Beuzeg, en eur zaougromma e gorf gurudet.

— Skornet ? eme ar Gwillou, devet gand ar yenijenn a vefe gwiroc’h. Tarza a raimp evel chas. Eman an ankou o c’hoari en-dro d’eomp ; mont a raimp gantan ma pad an traou. Eur c’hard-eur zo emaoun dindan an avel-benn ; kaout a ra din n’eus tamm kig beo stag ouzin. Ar re all, da c’hortoz…

— Ya ! ar re all. Piou ? »