Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/51

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

gear. Ar goanv a oa tremenet hag an deliou kenta a zispake e beg ar skourrou. Mall e oa ganti gwelet he Mordiern o tont en dro : laket e oa an devez evid an dimezi.

Mordiern a lavaras d’ezi, da genta :

« Ne zimezomp ket c’hoaz ! Ker buan e vefen lazet, me ive. »

Soazig, avat, a lavaras d’ezan, en eur ruzia :

« O ! va muia-karet, dimezomp evelato. Ma ’z eo tonket d’it koueza, e kouezi. Met, ma kouezes, me a chomo war da lerc’h : da ouela, da zerc’hel sonj ac’hanout, da lakat pedi Doue evit da ene, ha da zevel evel kristenien ar vugale a blijo gand an nenv rei d’eomp. Met ne gouezi ket, ne gouezi ket. Re a fizians am eus e skoazell hor Zantez. »

Ne gouezas ket maro war an talbenn ; koueza a reas, evelato, gand eur bolod en e vorzed. Ne oa ket a aon evid e vuhez. Kaset e voe da Baris, da glanvdi Val-de-Grâce, Pavillon A. K., sal 22. Lezel a reas e ano a gostez evid eun abadenn : anvet e voe n° 14.

Ar gouli ne oa ket re zoun ; ar bolod a voe tennet kuit aes tre. Ar pez a rae diaes d’ezan e oa ar paour kaez Soazig, glac’haret. Pa glever eman unan bennak er c’hlanvdi, e kav d’an holl eman ar maro o tostât ; padal, ar vuhez eo, ar yec’hed eo an hini a dosta. A-bell, an droug hag ar mad a vez an hanter brasoc’h eget na dint e gwirionez.

An dimezi a voe daleet.

Da ziwez miz mae. Miz ar Werc’hez a zigaso ar yec’hed.

Miz maë a yeas ebiou ; ar gouli n’oa ket pare.

Miz even a dremene d’e dro.

Eun devez, ar medisin, pa oa deuet da dal gwele Mordiern, a lavaras d’ezan :

« Gouzout a rez, mignon, an hini krenv en deus graet droug a viskoaz. Arabad d’it eva anezan hiviziken. Parea a ri, fizians !… »