Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/60

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Kerkouls.

An avel a gouez ?

Ne vern !

An avel a c’houez pe a gouez ; ar vag a harp pe a gerz, ar blanedenn a gas anezi.

Ar sturier a zo dic’halloud.

Dour, leun an ec’honder.

N’ouzer ket war-du pelec’h ez aer.

Hor c’hendadou a ziskouez d’eomp, en o skeudennou, bagou ar zent o vont hep gouel, bountet gant Doue. Ar sturier zo er penn araok, ha gand e ziou askell digor, e kemer nerz an avel. An aeled o henche.

Digouezout a ra ez eus eur skeudenn askellek war diaraog hor bag-ni. Eun ael… pe an Ankou.

An dour e kement tu.

Lestr ebed ne bar. An noz a ziskenn.

Ar sturier en em led evid kousket, epad ma kerz ar vag war gein skedus ar mor, dindan bolz arc’hantet an Nenvou ha lagad an Aotrou Doue, gand ar fizians e savo d’an dremwel, eul lestr pe eur beg-douar, pa vo dihunet gand ar goulou-deiz.

Evel ar sturier, Mordiern a oa kollet gantan stur e vuhez. Ne ouie ket war be seurt tu e kerze. Pe eun ael pe an ankou a henche bag e vuhez ?

Ne oa ket nec’het.

Gwasoc’h eged ar sturier, heti a ree beza henchet gand an ankou, ha taolet ha brevet war reier gouez eun aod dianav.

Mordiern a c’houlennas mont d’an tan.

Reuz a oa e miz gouere, er bloavez triwec’h. An hanv a oa tomm ruz ; ne vije ket kavet dour evel ma kared. Hag ar medisin a vire outan eva hini