Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/62

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


He ! Labourat a reas eur bloaz hanter ha goude e lakeas anezan e gwerz !

Ne gaver ket an aour a dammou evel ar vein ha red eo kaout evit mezvi heb ehan.

An tiegez oa bet Soazig en he zonj dont da wreg ennan, gwerzet evit lonka !!…

Ne oa ket eun tiegez bras ; paeet e voe an hanter eus e dalvoudegez ha ne oa ket dizle.

An arc’hant a oe strewet duman-duhont, ha Mordiern, ar gwaz ker fur, ker karadek, ker madelezus, a gerzas dre ar vro, en eur c’houlenn chistr, awechou labour, da veva evel eul lank.

Ne oa ket bet galloudek awalc’h evit terri, laza en e galon engalv ar ouenn. Gwad an tad a verve ennan, a vounte anezan hag e vougas.

————