Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/63

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Evit echui


An istor-man a zo bet kontet en eun ostaleri e gar Lokmaria-Berrien. An hini a gonte anezi ne oa ket ouspenn tregont vloaz. Eun dremm eus ar re gaëra, gwechall, d’e ugent vloaz. Brema eo taget gand ar gwasa klenved a zo… gand kontamm ar boeson.

Daoulagad glas a oa en e benn, deuet da veza briz ha dourennek, buhez ebet enno.

Ar re her selaoue a zonje :

« Ma n’eo ket eun druez !… Eur vuhez torret evel hini Mordiern… »

An hostizez a c’houlennas :

« Eur banne gwin breman evit netra n’eo ket re, evit beza diduet ac’hanoc’h. »

Eur voutailhad hini koz a voe laket dirazan.

Ne chomas ket pell leun. Gwerennad warlerc’h gwerennad, e tiskennas ar gwin.

Penn an den a zeuas da veza ruz-tan.

An hostizez a c’houlennas :

« Petra eo deuet Soazig da veza ?…

An den a zavas e ziouskoaz evel ma n’en divije ket gouvezet :

« Ha Mordiern ?

— Mordiern, e dad a dorras e vuhez d’ezan hep gouzout dare. Breman eman o redek bro evid heulia e blanedenn, planedenn e dad. Eun devez e lakas en e benn dont d’ober eun droiad da vro e gavell. Ne chomas ket ’hed an hent evel e dad. Dont a reas d’e barrez evit diskouez d’an holl torfejou spontus ar vezventi milliget. Ne oa ket bet anavezet dioustu gant re ar barrez. Eun devez marteze, evit heulia e blanedenn, penn-da-benn… planedenn e dad, e tarzo evel eur c’hi war lez an hent, pell. Met ne vezo ket laëret, m’hen tou ruz, ha warnan ne vezo kavet lizer ebet. Met perak ‘ta ?