Pajenn:Riou - Lizer an hini maro.djvu/8

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

— Goab a rez c’hoaz !… Va boutou a zo leun a zour… Malloz ! malloz ! »

Ne echuas ket.

Eul lamm a rejont o daou, unan a bep tu d’an hent.

Daoulamm eur jao adrenv o c’hein. Tostât a reas ; evel eul luc’hedenn ez eas ebiou. Ha kaer o doa int sellet gand o daoulagad digor frank, ar marc’heg hag e inkane a dremenas disgwel.

Harpet e pep tu d’an hent, selaou a rejont, spontet, hern ar jao o steki ouz ar vein hag o vervel er pellder. An oabl a oa dizolo. Koumoulenn ebed ne dremene war al loar.

Selled a rejont endro d’ezo, nec’het meurbet. Nemet al lann o klemm, o yudal dindan bec’h an avel c’hoañv, trouz ebet ne zave diwar ar maeziou. Kristen ebet n’en em gave tro-war-dro.

Nec’het e oant, ha dilavar e choment.

Eun anaon bennak a oa tremenet. Piou oar ? Ma ne oa ket o anaon d’ezo o-unan ? Sinadou !…

Eur gridienn a gerzas diouz o chouk, betek penn pella o izili.

Troc’het e oa ar malloz hag ar c’hoarz.

Kerzed a raent daougrommet, o fenn araok, n’eo ket evit troc’ha an avel (ne gavent ket mui e oa yen), med gand ar spont, evid en em zifenn a-eneb ar Spered a grede d’ezo klevout o nijal azioc’h o diouskoaz, evit kas gantan o eneou.

Daougrommet e oant, met gant pouez o malloz. Ar Beuzeg a zigoras e c’henou evit kaozeal, met daoulamm ar jao a dregerne bepred en e spered, hag a zounnas d’ezan e deod. Hini euz an daou zen n’hellas prezek. Ar c’homzou a dec’he diouto.

Ar Beuzeg a zec’has e dal gant palv e zorn, ar Gwillou a zante ar glebor o tiskenn diouz e ziouskoaz d’e zargreiz.

O daou e kerzent kruket, sammet, ha mut.