E ostaleri ar C’hroaz-Hent ne oa ket lazet ar goulou.
Al loar a oa diskennet adrenv ar saprennou du ; horolach an ti a verke diou eur diouz ar mintin.
Franseza ar vestrez, hag he merc’h Soazig, hag an tad koz, a vorede etal an tan. Skuiz e oant hag ar c’housked a lakae ar pikouz en o daoulagad. An tad-koz, Kaou dre e ano, a oa pignet war an oaled ha klujet war ar pilgoz dero pennglaouet :
« Diwezat eo, eme Franseza, ne deuio ket d’ar mare-man euz an noz ».
Soazig ne respontas ket.
An hini koz a lavaras :
— « Ne vezo ket gwelloc’h evit dont. An hini a zo maro a zo maro mat. »
Savet e oant evit mont da gousket pa dregernas pevar houarn war an hent bras :
« Eman aze », a youc’has Soazig, en eur zic’haloupad da doull an nor.
— Ne dalvezo mann ebet d’ezan, a lavaras an hini koz, evid an eil gwech.
Mordiern e oa :
« N’em oa ket lavaret d’eoc’h e vije deuet, hep sellet ouz an eur ? Panevet me, e vijemp aet pell 'zo da gousket, eme Soazig.
— Chom er gear en dije talvezet dont d’ar mare-man euz an noz », a lavaras Kaou.
« Azez aze, Mordiern », eme Franseza.
Mordiern a yeas da azeza e-kichen Soazig. Franseza a gendalc’has :
« Aze e oan », emezi, « e toull ar prenestr, o voredi evel breman, pa welis eur paour o tont gant lez an hent. Stleja a rae, gwella ma c’helle, e gorf aet