Pajenn:Riou - Mona.djvu/8

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

hent, eus eienennoù sklintin kuzhet er raden-bleiz, pe a neudenne diouzh geotennoù hir, hag a vilbilhe war grouan an naozioù.

Hag e pignemp. El laez, Alan a chomas a-sav. Distreiñ a teas e benn, ha, goude ur sell ouzh an oabl :

— Henozh, emezañ e vezo skorn du.

En draonienn e lufre glaster ar pradoù. Ar paotr saout a oa kludet en ur goudor all, souchet en e groc’hen dañvad. War an dorgenn enep, ur vaouez a rastelle delioù sec’h. Er c’hroaz-hent, ti Mona a oa gwenn-kann e-tal ar saprennoù du.

Alan a gasas ur sell war-du an ti gwisket a raz nevez.

— Un abadenn c’hoarzhin ac’h eus aozet dimp, bremaik, emeve.

— Ya ! An hini kozh en deus bet e walc’h a nerzh-kalon ’vit mont en-dro d’ ar gêr.

C’hwitelladenn diamen an tren a dregernas penn- da-benn ar stankenn. Dre un hent all, ar portezour, echuet gantañ e zevezh, a zistroe d’ ar vilin, ha diskan an hevelep kanaouenn a c’hournije a gaouadoù dre ar gwaremmoù skornet.

En ur vousc’hoarzhin, Alan a lavaras din :

— N’eus kemm ebet er vro.