(Da fañch) Savit ho penn ’ta ! Perak emaoc’h stouet evel eur pec’her dirak e govesour ? En deiz hizio ne dle ket eur pec’hed — na zoken veniel — trubuilha koustiañs eur Breiziad, ha d’an holl bodet amañ war ar blasenn, e roan eun absolvenn vras.
N’eo ket gant pec’hedou eo pounner va fenn. Gant ar vez e rostan o welout Jos al Louarn e-touez ar vrezelourien.
Ya, gast ! Jos al Louarn… An eil, war an trede renk.
Ne saludin ket eur mezvier a deu du-mañ, bep lun, da jistra, ha ne zistal ket eus an ti ma ne vez ket roet d’ezañ e doullad. (Ar soudarded a zo deut tost.)
Ha c’houi eo soudarded Nomenoe ?
Ya !
Chomit hep paea he viou d’ezi. Petra ’ c’hoarvez gant ar Vadalen-se goulenn eun dra bennak digant ar vrezelourien ?
Ha deut eo ar maout ganeoc’h ?
Ya !
Oe ! Oe ! Gloar da Nomenoe !