Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/112

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
al laboused

Ha gant piou eta ez int bet argaset ?

ar sparfell

Gant ar re a laboure kent, hep diblega o c’hein evit sec’hi an dour c’houez diouz o zal hag eva eur vozad dour e stivell ar vali. Gant ar sujidi, adsavet da vistri : gant ar Vretoned.

al laboused

Ha Breiz a zo digabestret ?

ar sparfell

Digabestret e Ballon. Hiviziken, eta, e Breiz penn-da-benn, e vo ar peoc’h d’an dud ha d’al laboused war o c’hlud… Kanit, labousedigou, kanit dirak ar sparfell, kanit ar burzud a zaskren en avel. (Kan al laboused.)

nomenoe, o vont gant an hent

Eun dudi eo klevout al laboused, henoz. Daoust hag en noz e kanont pe en deiz o para ? Daoust ha laboused a glevan, pe va c’halon o kana ? N’ouzon ket va-unan gant al levenez a zo oc’h em gwaska. An noz en dro d’in a zo par d’an deiz ; rak noz ha deiz a zo levenez ha bennoz. Hag en dro d’in e kan kement loen, e kan kement tra : laboused a richan, an deliou a vouskan, ar geot a drid war c’horre al leton hag ar vein a zasson evel ma kan va c’halon. (Streboti a ra. Hag evel o tihun) : Petra an diaoul a zo etre va divesker ?

izidor

Me !

nomenoe

Piou, te ?

izidor

Eur c’hristen : Nomenoe.

nomenoe

Me eo an Nomenoe.

110 —