Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
izidor
Hag hi n’am c’hare ket… Kredi a rae d’in koulskoude e vijen bet karet ganti… Henoz eta, goude ar viktor, ez oun aet d’he gwelout, — « Me a zo kabiten, emeve, mao an tamm ac’hanoun. » — « Kabiten hep leve », a respontas hi.
al laboused
Kabiten hep leve, a respontas hi.
izidor
« Kabiten hep leve ne vo ket gwaz d’in. »
al laboused
Kabiten hep leve ne vo ket gwaz d’in.
izidor
Ha setu emaoun pladet e kreiz an hent hep leve na danvez, hogen gant chufere ha levenez…
al laboused
Gant chufere ha levenez.
izidor
…rak me a zo bet anvet kabiten gant an Nomenoe.
al laboused
Kabiten gant an Nomenoe.
izidor
Ha keit ha ma vevin, eur bennherez ne vo morse gwreg d’in.
al laboused
Ne vo morse gwreg d’in.
112 —