Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/116

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Te ’ zo ivez marteze mezo ha kabiten ? Respont ac’hanoun ’ta… Pa n’am respontez ket, te a zo enebour. M’emaout dre da nerz da unan, chom en da sav, me a ya d’it ; m’emaout dre vertuz an diaoul, kae kuit.

an touseg

N’oun ket eur gourener ; hogen, eur paour kaez touseg a glask freskadurez war c’horre al letonenn. (izidor a floura kein al loen gant palv e zourn.)

izidor

Perak e klaskez freskadurez pa grenez en da groc’hen ?

an touseg

En da zourn e krenan, rak aon am eus ouz an dud… Dec’h en em gaven e kichen Penn-Ar-C’hoad o kempenn eul liorz en eur zebri ar melc’houed a vastoc’he ar c’haol… Eur paotrig am gwelas hag a grogas ennoun. War benn eur plankenn am lakaas ha gant e droad e skoas war ar penn all, hag uhel al laez e oan bet gwintet. War eun bern plouz e kouezis ; panevet-se, e vijen bet krevet.

izidor

Touseg, va mignon, an dud e Penn-Ar-C’hoad, n’int ket tud a feson. Lez ar melc’houed hag an holl amprevaned da vastoc’ha o liorzou ha kae da gêr Redon, da liorz an Trilonk. Eno ez eus ivez kaol da gempenn hag eno, va mignon, ne vo ket graet droug d’it.

an touseg

Gwell e kavan, va den mat, chom pell ouz kêr ha pell ouz liorzou ha kerzout a ran buan da c’houdori er c’harz gant aon da veza flastret gant eun den divergont.

izidor

Me a glask kerzout ivez, hogen n’oun ket evit sevel ; n’oun ket bet gwintet diwar benn eur plankenn hag e kav d’in koulskoude

114 —