Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
mestr an ti
Ti an degemer mat, va den, rak n’eus ken a voued henoz en ti : soudarded Nomenoe o deus skarzet piz an doailh hag ar bailh.
nomenoe
Goude ar fest hag ar cher vat a zo bet amañ henoz, ne chom ket zoken eun dilerc’h da dalvezout eur begad ?
mestr an ti
Begad ebet, siouaz d’eoc’h !
nomenoe
Ya, siouaz d’imp ! rak ar c’hounidegez goude ar pred a gouez dalc’hmat e godell an ostiz.
mestr an ti
Gounidegez ? Siouaz d’in ! Debret hag evet o deus ar soudarded. Debret e-leiz o c’horf hag evet e-leiz o geol, ha m’em bije kredet goulenn diganto eur bennoz Doue evit va faemant, em bije sur resevet va lod eus ar fest ; nemet fest ar vaz e vije bet.
nomenoe
Te ’ zo teo, n’out ket ?
mestr an ti
Evelato…
nomenoe
Petra ’ vank d’it c’hoaz ?
mestr an ti
Evelato, eur c’hristen mat n’eo ket boazet da laerez, ha kemer hep paea a zo laeronsi.
— 121