D’ar beure e veze arc’hantet ar geot gant gliz an noz. Hag e vez lavaret e tegas eurvad ar c’hlizenn arc’hantet d’ar c’henta tremeniad.
En hentou e tremenen araok an dremenidi.
An hentou arc’hantet a gani.
An hentou arc’hantet a ganin…
Traoniennou glas a hedis, nadoziou-aer a welis o voredi war ar c’hedigou meur. Hag e selaouis mouskan ar gwaziou en naoziou ha trouz sklintin ar stivellou er pradou…
Bourrus e oa eva e boz va dourn an dour sklaer a virbilhe a-hed ar radenn-naer, diouz an diribinou.
An douriou a gani.
An douriou a ganin…
D’an diskar, dre wall amzer, koumoul en oabl ha yen an avel, e koage hag e c’harme ar brini hag ar c’hefeleged-mor us d’ar parkeier hadet ; ha, da serr-noz, e yude ar bleizi er roziou.
Ar brini hag ar bleizi a gani.
Ar brini hag ar bleizi a ganin…
Pa zegoueze d’in beza aet skuiz o vale, entanet ma oa va zreid ouz mein an hent, e kerzen dre ar c’hoadou, palennet o gwenodennou gant kinvi ha deliou melenet. D’ar goañv, e kaven eno disklav, ha distan dre hañv bero ; d’an nevez-amzer e lusen ; hag e kistinen, d’an diskar.