Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/142

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
nomenoe

Bennoz d’it, foeter-hent !

Gwelloc’h eget danvez, gwelloc’h eget leve a gavan ez ene.

(Outañ e-unan.) E Breiz digabestret, gant eur paour nemetken, oun bet anavezet. Ar gouerien o deus danvez a zo, siouaz d’ezo ! en o c’halonou, dienez. Paneveto e vije bet, pell ’ zo, dieubet ar Vamm-Vro. En arme Nomenoe, he deus roet lamm d’ar Gall, ne oa nemet peorien ha foeterien-hent. An hailhebod a laeras marc’h ar julod, hag ar mab dinatur hini e dad, evit mont d’an argad…

Ar werin galonek a vo uhelaet ; setu lezenn Nomenoe.

(D’ar foeter-hent) : Te ’ vo nobl hiviziken, te ha da geneiled, ar foeterien-hent. Rak ar werin eo ar ouenn a gan, a gar, a gann hag a gemenno.

(Eur pennad. Pedi a ra.)

Aotrou Doue, dirazout emaoun dister ha noaz,
Evel da Vab war ar groaz.
Hogen, al labour boulc’het a zo da veza kaset da benn,
Ha n'oun va-unan nemet eur foeter-hent.
Foeterien-hent a vo arme Breiz nevez.
Hogen, n’o deus na mad na danvez,
O danvez a zo karantez evit o bro ha Doue ;
Er bed all evito, e talvezo leve.
Kinnig a ran d’it va foeterien-hent, Aotrou Doue ;
O c’hinnig a ran d’it korf hag ene.
Kemer ar re a zo bet lazet, en da baradoz ;
Ar re a chom, skuilh warno da vennoz.
Skuilh ennoun sklerijenn, skuilh warno da nerz,
Betek ma vo sevenet an diweza aberz.

140 —