Ar c’hi a harz er c’hoad,
A harz d’e vestr lazet ;
E vestr ’ oa gall moarvat…
N’eo ket fall. (Sellout a ra ouz ar vugaligou en o gwele). Bugaligou kousket, bugaligou evurus !… Dec’h e oant Gallaoued, hizio int Bretoned !… Bugaligou evurus !… Pet eur eo gant al loar ?… (Hanter zigeri a ra aur prenestr.) Eun eur a zo c’hoaz araok poent an dihun. Ha strakal a rin va daouarn evit o dihun dioc’htu ? Pec’hed eo moarvat o lezel da gousket pelloc’h, rak n’ouzont ket c’hoaz an nevezenti veur. En o c’housk int sklaved, ha, pa zihunint, en em gavint tud dieub. Nann, n’int ket c’hoaz evurus, ar vugaligou gaez, p’eo gwir n’ouzont ket. O dihun a rin ? Nann, arabat, rak, pa soñjan mat, an den kousket a zo an den dieuba ; e spered a nij, a wel traou kaer ha na lifer, nag hual, na kabestr ne vir outañ trouc’ha hent. Bugaligou evurus !… Ha mil bennoz d’eoc’h, Gwerc’hez ar Wir Zikour !… Kendalc’homp !…
N’eo ket fall.
N’eo ket mat.
Hein ? N’eo ket mat ? Ha petra n’eo ket mat ?
Ar c’hi er c’hoad.
Eur paour kaezig o huñvreal… Bugale evurus !…
Ar c’hi a harz er c’hoad,
A harz d’e vestr lazet…
Ne dalvez mann ebet.
Oc’ho ! ’Meus aon n’eo ket peurgousket an holl vugaligou… Pe marteze emaint gwasket gant gwall huñvreou ?… Pe marteze c’hoaz, gloar Nomenoe a lugern e noz o c’housk ?