Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/27

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
lomig

E pelec’h hoc’h eus anavezet Nomenoe ?

perig

Morse n’em eus gwelet Nomenoe ; hogen, gouzout a ran ez eo eun den kaer, eun den bras, eun den kreñv.

lomig

Gwir eo, panavet-se n’en dije ket gallet planta lamm d’ar Gall… Nemet dont a ra ganeoc’h ho kwerz diwar-benn Nomenoe ?

perig

Dont a ra evel e lost d’ar c’haz ; ne vo ket savet, avat, diwar-benn Nomenoe.

lomig

Ha diwar-benn piou ’ta ?

perig

Diwar-benn an anduilh.

lomig

N’emaoc’h ket mat ?

perig

Eo ! Nomenoe en deus gounezet an emgann, ha pa zegouezo e Redon, e vefe eürus o kavout dirazañ eur mell pladad friko n’eo ket ’ta ? Ha ma vefe c’houez an anduilh mogedet er pladad friko, neuze en em gavfe Nomenoe eürus en e groc’hen.

lomig

Lakaat a rit an traou da zegouezout evel ma vefent c’hoarvezet… C’houi a oar rimal buan, ha me, war an ton ha war ar son, e choman atao boud.

perig

Neuze c’houi a zifazio d’in va deveriou epad eur sizun leun ?

lomig

Ober ’ rin ma savit d’in eur werz heñvel ouz ho hini diwar-benn an anduilh. (perig a skriv hag a ginnig da lomig eur baperenn).

— 25