Lez ar chas da redek ar c’had… Soñjal a raen : daoust m’eo divalo, re vrao eo c’hoaz evit beza ganet gant eur spered dientent evel da hini. (Sellout a ra ouz Lomig, deût ar c’housked d’ezañ.) Ha da werz, kousker lor ?
Echu eo.
Savet da werz ha te o roc’hal ? Neuze avat eo bet savet gant da ael gwardian ? Diskouez, evelato, ma vo gwelet ha talvezout a ra. (Kemer a ra ar baperenn). Feiz ! n’eo ket gwall hir : peder linenn. Dispar e tle beza. (Lenn a ra).
Me a gar an anduilhenn,
Hag he c’harin da viken ;
Ouz unan hepken e vouzin :
Ouz ar mestr a ra skol d’in.
O ! Sapientia Domini ! n’emañ ket ar Furnez e korf ar bugel-mañ. Ha ya, paotrig, me eo an anduilhenn ?… Me an… anduilhenn ?… Me… me… an hini eo ? Mil malloz !… (C’hoarzadeg er c’hlas). Keuz a savo d’it, paotrig…
N’eo ket me… n’eo ket me en deus savet anezi, rak n’ouzon ket rimal ha n’ouien ket petra ’ oa warni.
Diwallit d’an diskuilh…
Petra ’ larez ?
Me ? Seurt ebet. (C’hoarzadeg er c’hlas).
Boulc’hurun ! ar peoc’h a vo pe ne vo ket ? (Da lomig). Ha te, kae dioc’htu da benndaoulina e-kichen va bureo ha da ziouvrec’h