Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
e kroaz. (lomig a sent. konwoion a zeu er sal-studi. Kerkent, avat, ar vugale a zeu da veza sioul, evel kizier o logota).
konwoion
Breur Gwennoll, klevet em eus trouz, amañ, bremaik.
gwennoll
O lenn e oan, va zad, ar gwerziou savet bremaik gant ar vugaligou, hervez ho kourc’hemennou, ha pennadou a lakae anezo da c’hoarzin.
konwoion
Ne oa ket dleet d’eoc’h o lenn kreñv, breur Gwennoll. Daoust ha talvezout a reont eun draig bennak ?
gwennoll
O ! mann ebet, va zad.
konwoion
Soñjal a raen, avat, o dije lezet ar c’han hag an diskan gant laboused an Aotrou Doue.
gwennoll
Ha goude, e lennis an hini savet ganin, ha youc’het o deus, ken brao all o deus kavet anezi.
lomig
An anduilhenn !
konwoion
Hag ar paotrig-mañ war e zaoulin hag e zivrec’h e kroaz ?
gwennoll
Lomig an hini a youc’he an herra.
30 —