Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
- Leur-gêr Redon gant ostaleriou tro-dro. Paotred o sanka peuliou en douar. Tud o tont d’ar foar gant marc’hadourez ha loened. Eun archer.
an archer
Maouez, maouez, da belec’h emaoc’h o vont gant ho tañvad ?
naig
Da belec’h, den mat ? D’ar foar, evel just.
an archer
Ne vo ket foar hizio.
naig
Eo, foar an deñved a vo.
an archer
Siouaz d’eoc’h ! ne vo ket foar hizio.
naig
Biskoaz kement all ! Hag a nevez neuze e kêr ? (yann o tont dre an tu all gant e vuoc’h. an archer a ra tro. eur paour, en eur c’harr bihan, staget outañ eur c’hi.)
ar paour
Truez ouz eur paour kaez den mac’hagnet ha dall.
Ha Doue ho pennigo er bed all !
naig, d’ar paour
Dal ! gwenneg ar chañs, evit ma vo foar an deñved.
— 35