Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/38

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
ar paour

Doue ho paeo, itron vat,
Ha chañs vat d’eoc’h da werza ker ho tañvad.


an archer, da yann

Da belec’h emaoc’h o vont gant ho puoc’h ?

yann

D’ar foar.

an archer

N’eus ket foar hizio.

yann

Foar ’ vo sur, p’emañ an deiz.

an archer, taer

Ne vo ket foar hizio.

yann

Ha c’houi a lavar traou ’vat. N’eo ket al loened a vanko bremaik war ar blasenn.

an archer, taeroc’h

Na saout, na deñved, na tra. Ne vo ket foar hizio. (Kouerien o tont dre an tu all gant loened pennasket. an archer a red daveto.)

ar paour

Truez, va breudeur gristen
Ha roit d’ar paour an aluzen.


yann, d’ar gouerien

Oc’ho ! degouezet oc’h ivez ?

youen, gant e ebeul

Degouezet omp. Pe briz ez a al loened ?

an archer

Na priz na loened : ne vo ket foar.

36 —