Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/54

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
gwennoll, o tegouezeout

Mantrus ! mantrus ! n’ouzont ket piou eo Nomenoe !

maivon

Nann, ’vat, ha n’oun ket nec’het c’hoaz.

gwennoll

Nomenoe a oa gwechall
Gouarner, e Breiz, evit ar Gall ;
Hizio Nomenoe,
E Breiz, a zo roue.


youen

Kompren a ran : an Nomenoe a zo paotr an tailhou.

gwennoll

Sevel a rae tailhou evit Bro-C’hall ; nemet, edo o c’hortoz an deiz merket gant Doue evit terri ar yeo ha savetei ar vro, hag ober ouzomp-ni, Bretoned, gwazed dieub. An eur venniget a sonas en devezioù-mañ, ha paotred Nomenoe ha soudarded Karl ar Moal, ar roue gall, a zo bet emgann etrezo e kompezenn Ballon. Ar Vretoned o deus gounezet, Breiz a zo dieubet ha Nomenoe a zo hor salver. Hizio emañ an deiz da lida ar viktor ha bremaik Nomenoe, hor roue galloudek ha glorius, a vo degemeret e Redon gant bleuniou, kaniri, brall ar c’hleier ha son an trompilhou.

holl

Diwar goust hol loened, hor pesked, hor viou hag hon amann.

fañch

’M eus aon, manac’h yaouank, ez eus ac’hanoc’h eur paotr leun a zeskadurez hag uzet hoc’h eus moarvat ouspenn foñs eur bragou war skiñvier ar skoliou. Klevit ’ta : daoust hag e Breiz digabestret, ne vo mui savet a dailhou ?

52 —