Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
gwennoll
E gwirionez, tailhou a vo savet, evel araok ; eun tamm mat nebeutoc’h, a-dra-sur, eun tamm mat nebeutoc’h, hag e kefiou Breiz e vezint miret e-lec’h mont da leunia boujedenn Vro-C’hall evel gwechall. Setu.
holl
Ha !
gwennoll
Alvanet e chomit.
holl
Ya !
gwennoll
Perak ?
holl
Ne gomprenomp ket.
gwennoll
Ne gomprenit ket ar c’hemm a zo etre an daou gef, hini Bro-C’hall hag hini Breiz ?
holl
Nann ! Kef Breiz pe kef Bro-C’hall a zo ingal d’imp, p’eo gwir e paeomp, memez tra…
gwennoll
Bretoned digalon !
holl
…Ha kompren a reomp e vo atao goullo hor c’hef-ni.
gwennoll
Ne garit ket ho pro !
yann
Da zeiz ar Viktor, me a zo laeret diwarnoun va buoc’hig Durham.
— 53