Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
naig
Kazelik-kazelik e daio aezikoc’h. N’eo ket gwir, Seza gaez ?
seza
Gwir. (maivon ha sadalen a ra tro ; Seza ha naig en em denn, kazel ha kazel.)
maivon da vadalen
Ha ni, amañ, hon diou, hon unan !…
maivon
Me n’oun ket evit chom pelloc’h em sav.
an archer
Ha c’houi a zo klañv, ivez ?
maivon
Klañv ha gwall glañv, siouaz ! Mez am eus.
an archer
Eur c’hleñved mezus eo moarvat ?
Maivon
Mezus kenañ, aotrou archer… Gwelit pegen stardet eo va c’horkenn…
an archer
N’em boa ket taolet evez : o tougen emoc’h ?
maivon
Evit an ugentvet gwech, siouaz d’in ! Hag emaoun hizio war an navet miz. Buhez ar gwragez war an douar a zo penn-da-benn eur menez kalvar.
62 —