Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
an archer, da wennoll
Ha te a zo aze ivez ?
madalen
Ya, eur vaouez fall, siouaz d’in ! Keuz am eus avat ha doñjer ouz va fec’hed bras ; ha mall ’ zo warnoun mont d’an iliz da walc’hi va ene lor er gador-govez ha, goude, e dour ar binijenn.
mn archer
Mat a reot.
madalen
Mont a ran eta, war eeün.
an archer
Ne viot ket kovesaet bremañ ; n’eus beleg ebet en iliz.
madalen
Amzer en em brepari…
an archer
Grit sin ar groaz war ar blasenn ha skoit war ho peultrin, dirak Doue araok ober dirak ar beleg er gador-govez.
madalen
N’oun ket evit ober, gant dremm eun archer dirazoun.
an archer
Ha perak ’ta ?
madalen
Abalamour ne garan ket an archerien hag en eur welout dremm unan dirazoun e sevenan war an taol eur pec’hed marvel a gasoni. D’an iliz ez in.
an archer
Gwelet e vo.
— 65