O ! den fallakr ! mirout ouz eur vaouez da vont da govez !… Ma kouezan amañ, dindan an heol bero, skoet gant eun taol gwad, e vo daonet va ene. Hogen ma ’z an gant an diaoul, e pedan an Aotrou Doue da zaona ac’hanoc’h ivez.
Maouez, maouez, it buan d’an iliz ; it dillo da govez !
(madalen en em denn.)
Araok ma vezo kavet war an douar eun archer e spered digor, e vo degouezet fin ar bed ; nemet hemañ, a gredan, a zo e-touez ar re c’henaoueka bet krouet a-viskoaz gant an Aotrou Doue. Ma kemerfe korf, en e spered, an holl sotoniou am eus roet d’ezañ da gredi, n’eo ket eur penn a vefe war e choug, nemet eur varrikenn. (an archer en deus troet kein ; madalen a red d’an ostaleri.)
Hag e choman va-unan, war ar blasenn, hag oun bet lakaet gant va mestr da ziwall al loened hag an dud…
Me a zo amañ ivez ; setu emaomp daou.
Eur c’hloareg ne gont ket. (Outañ e-unan) Va-unan war ar blasenn, gwelloc’h em bije kavet en em gavout gant unan all bennak hag ober ganti eur pec’hed marvel e foz an hent bras.
Tan ar c’han ;
Taran an diskan.
Klevout a rit, archer ? (an archer, imoret, a dro kein.)