Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/77

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
yann

Gwell a se evitañ, marteze ; evit e familh, avat…

madalen

Evit e familh e vije bet eun dizenor ruz… Eun archer n’eo ket eun den : kredit ac’hanoun. En eur veva atao e kompagnunez an dud fall, penaos e c’hellfe e spered chom mat ? Me a lavar d’eoc’h, e galleg fraez : eun archer a zo eun den foutu. Evit d’ezañ da genta da veza eur spered uhel, e teu, bep eun tamm, da veza eur mell genaouek. Hag aes eo kompren : kenta tra a vez graet d’ezo eo spaza o spered.

holl, o c’hoarzin

Spaza d’ezo o spered !…

madalen

Ya ! spaza o spered. Ma n’ouzon ket penaos, gouzout a ran avat, e vez graet.

seza

Dre sorserez marteze ?

maivon

An archer genaoueka, an hini a zo war ar blasenn… Ar maout a yafe gantañ, ma vefe kenstrivadeg.

fañch

Na hopit ket ken herr ; me a zo bet skoet gant eun taol gwad.

yann

Ha me am eus kroget en ho penn.

youen

Ha me en ho treid.

yann ha youen

Hag hon daou hon eus douget ac’hanoc’h… betek ti ar medisin !… (Diroll a reont da c’hoarzin.)

holl

Dour fresk, dour fresk war choug e gil !

— 75