Hag an archer-se en deus kredet ac’hanomp !…
Evomp da yec’hed breur Yann, p’eo gwir e nac’has mont da archer. (Eva a reont ; mestrez an ti a ziskarg d’ezo chufere en o skudilli.)
Gwell eo o ! gwin gwenn barr
Na mouar !
Gwell eo, o ! gwin gwenn barr.
Tan, tan, dir o ! dir… (hag all).
(Goude, ar baotred a azez ouz taol).
Ae ! paotred, kendalc’homp gant ar c’hoari ’ c’hartou. D’in eo an dourn.
Ha d’in da drouc’ha.
Ha d’in da c’hoari… (C’hoari a ra) An dek pikez.
Ha petra ’ c’hoariin-me ? N’em eus ket zoken eur gartenn vat.
Kartenn vat ebet, hag e welan tri roue en e c’hoari !
Tri roue ? Tri Nomenoe moarvat. Kartennou fall ruz. Ne c’hoariin ket gant Nomenoiou. (Banna ’ ra e gartennou war an daol.)
Gwell eo o ! gwin gwenn barr
Na mouar !
Gwell eo, o ! gwin gwenn barr.
Tan, tan, dir o ! dir… (hag all).