Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/81

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

atao an hevelep re : Yann, Youen, Fañch, Job ha maouezed zoken. Mezus eo : Madalen, Seza ha Maivon…

Fañch

An heol a zeve war ar blasenn, Aotrou ’n Eskob, ha sec’hed a oa deût d’imp.

Konwoion

Hag eo diaes chom hep eva ?

Fañch

Ken diaes ha derc’hel eur bramm war beg eun ibilh, respet d’eoc’h, aotrou ’n Eskob.

Konwoion

Ibilha ’ rin ho prammou, me. (Rei a ra d’ezañ eun taol troad en e benn adreñv.)

Fañch

Bennoz d’eoc’h, aotrou ’n Eskob. (Fañch a chom azezet.)

Konwoion, da Yann

Ha c’houi a zo bet skoet gant eun taol gwad ?

Yann

Feiz, bet darbet d’in, aotrou ’n Eskob.

Konwoion

Ha gant an heol o tevi, fri Seza a wade ?…

Seza

Darbet d’ezañ, e gwirionez, aotrou ’n Eskob.

Konwoion

Darbet d’ezañ… Darbet d’in… Ha c’houi Maivon, ha kavet hoc’h eus ar pez hoc’h eus kollet ?

Maivon

O ! Aotrou ’n Eskob, n’em eus na kavet na kollet…

— 79