N’eo ket c’houi a oa dougerez, bremaik ? Ha Madalen bet darbet d’ezi, hervez ma lavare ?… Ha ! bremañ e stouit ho penn hag e chomit dilavar ?… Eur vez eo d’eoc’h… Selaouit eta… Me a zo apotiker, medisin ha kovesour, ha setu amañ al louzou… (O boutaoui a ra.) Savit ha distalit ! Koll a ran amzer o sermoni, bep sul, diwar-benn ar vezventi… N’oc’h ket evit disterna zoken. Yann, pet bailhad hoc’h eus evet, pelloc’h ?
O ! n’em eus ket evet, hizio, ouspenn dek skudellad.
Chufere bervet mat ?
Jistr plat, aotrou 'n Eskob.
Hag ar jistr plat a vir ouzoc’h sevel ?
Emaoun savet em sav, aotrou ’n Eskob…
Ne welit ket zoken ho stad.
Gwelout a ran kenkoulz ha ma klevan, ha me a lavar d’eoc’h emañ ho paz eskob war ho penn hag ho poned kornek en ho tourn. (Konwoion a ro d’ezañ eun taol baz war e benn.)
Setu aze war ho penn, ar vaz a welit war va hini. Plijout a ra d’eoc’h ?
Ya, ya, aotrou ’n Eskob. (Mont a ra er-maez.)