Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
konwoion
Ar gwella louzou evit ar baotred-mañ a zo ar votez hag ar fust. (Rei a ra eun taol baz-eskob da fañch.)
fañch
Sevel a ran, aotrou ’n Eskob. (Ober a ra an azvan da sevel.)
konwoion
Ha c’houi, Fañch, n’oc’h ket savet c’hoaz ?
fañch
Eo, eo, aotrou ’n Eskob ; emaoun aet kuit. (Fañch a sav hag a azez war eun dro.)
konwoion
Ha Youen ?
youen
Eur bannac’hig am eus c’hoaz da eva.
konwoion
Na bannac’h na tra.
youen
Komandet eo.
konwoion
Mar deo komandet, me a baeo. Kuit !
youen
Emañ an itron o tont gant he ficher.
an ostizez
Setu amañ, Youen, chufere nerzus. (An Aotrou ’n Eskob a grog er picher hag a lonk ar chufere.)
konwoion
Doue ho paeo, itron.
youen
Bremañ avat, ez an war-eeun d’ar blasenn. (Da fañch) N’ouzoc’h ket an enor bras en deus graet d’in an aotrou ’n Eskob ?
82 —