Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/85

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Fañch

Nann, ’vat.

Youen

An Aotrou ’n Eskob en deus evet va banne.

Konwoion, da Fañch

Ha c’houi e chom staget ho reor ouz ar skaoñ ?

Fañch

Banneou am eus evet, hag unan all am boa c’hoaz da eva… (Kinnig a ra e vanne d’an Aotrou ’ n Eskob.) Evit anezañ, Aotrou ’n Eskob, evit ober plijadur hag enor d’in. (An Aotrou ’n Eskob a grog er skudell hag he bann ouz darou al leur-di. Fañch o vesteodi.) Bennoz Doue… Aotrou ’n Eskob… re em boa… evet…

An ostizez

O ! va skudell !

Konwoion

Peoc’h d’in gant ho skudell, pe n’ho pezo ket ho pask, er bloaz a zeu. (Kemer a ra krog en everien ha gwinta a ra anezo er-maez a daoliou baz hag a daoliou treid.) Er-maez ! er-maez ! pe, amañ, e vo emgann Ballon, bremaik. (Cheñch a ra penn d’an taoliou ha d’ar skiñvier.)

An ostizez

O ! Va skudilli !

Konwoion, d’an ostizez

N’en em chalit ket : ho kwaz, evit e gargou, a raio, evit an digoll, eun devez labour nebeutoc’h war an hent bras.

An ostizez

Daou zevez hoc’h eus lavaret, Aotrou ’n Eskob ?

Konwoion, taer

C’houi a gomz, maouez, dre c’haou ha dre laer… Kent, ho kwaz a rae pemp devez ar bloaz war an hentou bras ; hiviziken avat, e raio

— 83