Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/86

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

dek devez leun… Klevet hoc’h eus ?… Kousta a ra kaer ober bisk gant an Aotrou ’n Eskob… (D’an everien.) Hag an hini ne vo ket en em dennet, a-benn eur vunutenn amañ, eus ostaleri an « Trilonk », a raio dek gwech dek. (Ar gouerien en em denn, prez warno.) Servichit d’in, ostizez, eur banne flip ; eur mell banne. Dont a ra tomm d’in o klask furaat an dud sot. (An ostizez a ziskarg d’ezañ eur skudellad flip. An Aotrou ’n Eskob a ev.) Rabati an ran d’ho kwaz eun devez labour leun. D’an navet devez eta, kerkent aet an heol da guzat, e sammo war e skoaz e drañch hag e bal hag e vo graet gantañ e zeveziou kargou betek ar bloaz a zeu.

An ostizez

Nao devez labour leun, elec’h pemp evel kent… Emberr, en ti-mañ me ’ bako bazadou…

(Lien.)

84 —