Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/9

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Eur gontadenn
e doare kentskrid


Izidor, daoust ma oa aet diwezat d’e wele, en ostaliri an Trilonk, ne deue ket ar c’housked d’ezañ. Ne ehane ket trei ha distrei ha chench penn d’ar c’holc’hed gant e dreid. E vreur yaouank, gourvezet en e gichen, a glemmuske :

— N’eo ket unan evit reposi ! Petra c’hoarvez henoz ganit o krapat ha diskrapat ? Ehana a ri pelloc’h dispac’ha ha termi ?

— Dalc’h ganit gwele, golc’hed, penn-wele hag all, a respontas Izidor.

Hag heñ e-maez.

— Da belec’h emaout o vont ? a c’houlennas ar breur yaouank.

— D’al liorz, d’ober eur blegadenn, a lavaras Izidor.

Hag ar breur yaouank, boazet ouz imor fall ar breur bras, en em souchas dindan ar pell hag a chenchas tu evit ober eur c’housk all.

Izidor a dostaas, diarc’hen, ouz an oaled ; sellout a reas ouz ar siminal. En e zourn e luc’he eur gontell. Chom a reas difiñv eur pennadig, o selaou, rak kredet en doa d’ezañ klevout eun trouz bennak en eur gwele. E vreurig an hini ’ oa o huñvreal kreñv. An tad hag ar vamm, hag ar vreudeur all, labezet o c’horf gant eun devez maradeg tenn, a oa kousket mat, hervez a roc’hou a groze dre gwerzidou ar gweleou.

Izidor, evit gwir, en doa kavet an tu, an deiz-se, da chom hep mont da varat. Hogen, e dad ne oa ket bet gwall nec’het, rak Izidor a veze atao mastoc’het e labour, hag an doubennou boemmet gantañ, al lastez hag ar geot mellek a ziwane enno dizale, drusoc’h eget araok. E dad a oa boazet da lavarout : « Al labour a zo eur stourmadeg pemdeziek war an douar. Hogen en emgann-se, ni a dle en em labeza, en em laza evit lakaat an douar da veza frouezus. »

Izidor, avat, e-lec’h en em laza, ne rae nemet laza an douar.

— 7