bet d’ezañ mont da goc’ha war gribenn eur menez. (Sellout a ra ouz an heol.) An abardaez o tont. Hep ! gedour ! ha tostaat a ra soudarded Nomenoe ? Gedour, bouzar out ?
Hoo ?
Emaint o tont ?
Petra ?
Me da betraio, bremaik. Kloareg ! kloareg !… (Sellout a ra en dro d’ezañ.) Pelec’h ar c’hast emañ ar c’hloareg-se ? (Hopal a ra, ken a gren kement den war ar blasenn.) Gwenn… oll !…
Y…a ! (O tont.) Petra a zo c’hoarvezet, Aotrou ’n Eskob ?
Asa ! hemañ a vez atao e betra…
Eus va gwerz hoc’h eus ezomm, Aotrou ’n Eskob ?
Klevit !… Pa vo savet ganeoc’h ho kwerz, kan ha diskan, adskrivit anezi war baper seiz, ha, warc’hoaz, el liorz, d’ho plegadenn vintin, ec’h arboellot evelse eun nebeut deliou kaol. Daoust ha prennet hoc’h eus dor eun ostaleri bennak ?…
Ya ; hini an « Dour Benniget ».
Hini an « Dour Benniget » !… N’eus ket en ho penn daou wennegad a skiant prenet. Prenna eun ostaleri ken kristen ! N’ou-