Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/92

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

zoc’h ket ez a va c’harabasenn da brena di he sukr, he c’hafe hag he butun malet, hag an holen evit salla an dour benniget ? It war-eeũn, da zigeri an ostaleri-se. An noriou a zo da veza serret ha prennet gant ar sparl hag ar morailh, a zo doriou ar bistroiou milliget a vez gwerzet enno souchenn, odivi ha rom ; ar rom flêrius a vir ouz ar gristenien, da genta gant ar flip, ha da c’houde gant ar flep, da zarempredi ofisou ar sul…

Gwennoll

Re wir, Aotrou ’n Eskob.

Konwoion

Mar deo gwir, pe n’eo ket, an dra-se ne sell ket ouzoc’h ha ne c’houlenn ket ganeoc’h eun ali.

Gwennoll

Mont a ran, eta, da zigeri eun ostaleri ha da serri ar re all.

Konwoion

N’eo ket evit digeri pe serri an noriou am boa galvet ac’hanoc’h. Roit d’in ho stilo… N’en em chalit ket ; n’eo ket evit sevel gwerziou an hini eo. (Kemer a ra stilo Gwennoll, skriva a ra war eun tamm paper. Lenn a ra :) « Ha gwelout a rez soudarded Nomenoe ? » Mat. Ar baperenn-mañ ouz lost ar bir a zihuno ar gedour. (Staga a ra ar baperenn ouz lost eur bir ha goude e stign eur wareg… Ar bir gwareget a c’hloaz feskenn ar gedour, peurgousket war c’horre ar siminal.)

Ar gedour, tizet

Aiou !

Konwoion

Ha ! ha ! dihunet out ? Kompren a rez ?

Ar gedour

Petra ’ zo ?

90 —