Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/94

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
ar gedour

Nann ; en ostaleri.

holl

Chañs o deus !

konwoion

Gounezet o deus eur mell banne, gant al labour vat o deus graet.

holl

Ha ni hon eus gounezet ivez eur banne bras, o chom dilabour.

konwoion, d’ar gouerien

Gourlañchennou an diaoul, aze e chomot dilabour, sec’h ha kras. (D’an archerien :) Archerien, taolit evez ha bezit prest d’o flemma gant ar skourjez. (An archerien a hej o fenn, badaouet mat. D’ ar gedour :) Pet ez eus anezo ?

ar gedour

Eun dousen vat, Aotrou ’n Eskob.

konwoion

Siouaz d’in ! Pelec’h eta eo chomet ar re all ? (D’ ar gedour :) War droad pe war gezeg ?

Ar gedour

Bremañ emaint divarc’het ; ar c’hezeg a zo o peuri el letonenn. Hervez ar pez a welan gant va luned, skuiz int moarvat.

konwoion

Ar soudarded ?

ar gedour

Nann ; ar c’hezeg. Ne welan soudard ebet mui, rak an hini diweza anezo a zo aet e-barz an ostaleri.

konwoion

Ha ne welez ket Nomenoe ?

ar gedour

Penaos eo gwisket Nomenoe ?

92 —