Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/96

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
holl

’ Maint ’ tont ?

ar gedour

N’emaint ket, rak en-dro int aet e-barz an ostaleri.

konwoion

Perak int deut er-maez hag aet e-barz en-dro ?

ar gedour

Evit eun dizour e oa.

holl

Ni hon eus ivez c’hoant dizoura.

konwoion, d’ezañ e-unan

Ne deuin ket a-benn da zerc’hel ar baotred-mañ war ar blasenn. Archerien ! archerien ! Feiz ! brao emaoun ganti !… N’eus archer ebet war ar blasenn !… (Eun Archer o tont d’an ampoent) Eus pelec’h emaout o tont ?… Respont ’ta.

an archer

Aotrou… aotrou… ’n Eskob…

konwoion

Besteod out ?

an Archer

O !… n’oun ket.

konwoion

Besteod ha leun !

an Archer

O ! eul lipadennig.

konwoion

Gwall deo eo neuze da deod. En em denn ac’han ha kae d’ober eur c’housk e-tal ar bern plouz. (An archer a gerz en eur vralla.)

fañch

Me ’ zo mezo evel an archer.

94 —