Kamm ki pa gar, ha, mar doc’h mezo e tivezvot. (Rei a ra d’ezañ eun taol botez en e benn adreñv.)
Aiou !… Ehanit skei, Aotrou ’n Eskob… Emaoun o sevel.
Gwelout a rit : divezvet oc’h.
’ Maint ’ tont !… ’ Maint ’ tont !…
Poent hastout, paotred… Ahe ! renk-oc’h-renk, evel kaol er park.
Ar Breton
A sko garo…
Eun eston
A dud varo !
Gallaoued
Lazet
Dre gant ha dre vil ;
Hag en ifern o ene vil.
Bravoc’h e vefe deoc’h mont betek an iliz da renta gras da Zoue eget chom war ar blasenn da sevel koniri… ’ Maint ’ tont, paotred ! Chomit plom en ho sav ha reut war ho kilhorou ; sounn ho penn, eur mousc’hoarz war ho muzellou, ho tivrec’h eeünet a-hed ho korf, palmou ho taouarn troet ouz araok hag ar biz bihan a-dreñv gwri ar bragez. Ha pa zegouezo Nomenoe war ar blasenn, stlakit ho taouarn an eil ouz egile ha youc’hit herroc’h herra, betek chom berr-anal : Nomenoe — Oe — Oe — Oe ! ! !…