Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
grign goustad — amzer en deus — naren avu an Titan, hogen skevent ho kariad. »
« Diframmet on bet diganin va-unan. »
Ael ar Marv a lavaras c’hoazh :
« Ho kariad a anaveze e Donkadur ; ne harzas ket outañ. Edo ouzh va gortoz pa ziskennis d’e gavout, un abardaevezh-hañv. »
Hag e sentis ouzh Ael ar Marv.
N’anavezis ket er skeudennoù stumm ramzel Laer an Tan, enebour Zeus. Dremm hor c’hariad marv, ne lavaran ket.
Dirazon e kane ar mor divarvel. Arouez arnev e oa. Ar wennili a nije war-du an aberioù.
Da garidi a leñv war da varv, Prometheus Ereet.