Pajenn:Riou - Skuizhder.djvu/2

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Ar goabrenn a ziskenn muioc’h-mui,
Prestik, tost ouzh va fenn.
Va beaj ’ zlefe bezañ ken hir c’hoazh, ’barzh echuiñ,
Ha dindanon, ’ tigor ’vel an islonk divent !…

War ar bed ’vezin bet ’vel un evn o tremen !…

Koun a zeu din bremañ eus an amzer eürus
Pa bare din an heol arc’hantet.
Ar bed n’am sponte ket gant e zeizioù poanius,
Hag ar c’houzañvoù ’oa ar brasañ levenez.
Pa gouezhen d’an douar, diouzhtu ur mignon
Am save gant douster, a sarre va gouli…
Met, hiziv, mar teufe ur mignon d’am frealziñ,
Re ziwezhat ’ vefe : va goulioù zo re zon,
Ha va c’halon bemdez a wado hep ehan
Betek deiz eürus va zremenvan.

O, amzer gwechall !… O, huñvre dudius,
Hag a lugerne dec’h, hag hiziv pell ouzhin !
O, kouent santel, mogerioù kozh, sioulded peurbadus,
Daoust na oa ’met an huñvre an eurvad a rojout din ?

O, kouent santel, dirazon, ’vel ur skeud, chom bepred,
Evit am frealziñ, pa gouezhin war an hent.
Mes, lec’h bezañ laouen, perak, leun a anken,
E ouelan ’vel ur bugel, war hent kalet ar bed ?
Perak ’ c’houzañv va c’halon peurfreuzhet
Gant an taol laonenn ?
Klevout ’ran an arnev o krozal war ar mor.
Ra savo ! Ra yudo ! Gant va divrec’h digor,
Laouen hen resevin.

Bemdez, gant ar varrenn, bugelig an Arvor
War-zu glannoù dianvez, ’ yelo gant ar bezin.
Kouent sakr, lec’h ar repoz,
Ganit ne c’houlennan nemet ur sklerijenn,
’Vel bannoù an tour-tan, e-kreiz ur mor direizh,
’Vit ma welin, war diwezh va hent,
’Pignat d’an Neñv, ur Gouloù-deiz !

Nanterre, kerzu 1919.
(Kaset gant Youenn DREZEN.)