evel eul lestr, an tangwall enni, o c’houeledi er mor, ar gedour a lavaras :
— N’emañ ket enaouet gwall-bell ’zo an tangwall, rak ar mintin-mañ e oa sklaer an amzer, hag eus lein an tour-tan, de hol luned, n’hon eus-ni merzet tra.
Ne ouie ket muioc’h an dud war-lerc’h ar c’homzou-se.
Kerkent ha ma erruas ar vag e porz Konk, Kerfriden a gemennas d’e vab eoria anezi tost d’ar c’hal ha kemer al levneged, pesketaet e-tal an tour-tan, — eno e vez kavet al levneged ar saourusa, — evit o c’has d’ar gêr ; hag heñ a yeas war-eeun da di an archerien.
Eus an tornaod, an archerien a glaskas en aner gwelout tan du-hont er mor. Edo an noz o kloza hag a-boan ma wele al lagad pelloc’hik eget tan-difiñv Kermorvan. Soñjal a rejont e oa eun tangwall.
Antronoz vintin e teuzas ar vorenn, hag enezenn Gemenez a darzas en dremmwel, izel ha noaz, evel eur pesk o neui war c’horre an dour. Na tan na mogedenn war he gorre. Kerfriden a soñjas neuze, evel m’o doa soñjet an archerien, e oa bet neizeur eun tangwall hag e oa bet devet spis ha raz ti an itron Foll.
Teuzet ar vorenn ha reiz ar mor.
Hogen war-dro kreisteiz, pesketaerien o tiskenn er porz evit mont da lakaat en dour kevell kranked, a welas eur vogedenn war c’horre Kemenez hag e-kreiz ar vogedenn flammouigou par da elfennou, a-bell.
Gwall nec’het en em gavas an archerien. Hep mar ebet, e oa c’hoarvezet darvoud e Kemenez, rak tan war c’horre an inizi, a zo evel ar banniel du war lein an touriou-tan, hag a ro da c’houzout eo c’hoarvezet eur gwall zarvoud bennak. Mestr an archerien, ar