Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/12

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


TROIOU-KAMM

ALANIG AL LOUARN


PENNAD I


Degouezet e oa gouel kaer ar Pantekost. Ar parkeier hag ar c’hoadou a oa glas ha goloet a vleuniou. E drez hag e spern ar c’harz, e bodennou kelenn an hentou doun, e gwez kelvez ar c’hleuziou, al labousedigou, nevez deut d’ar vuhez, a gane seder o c’hanaouennou dudiusa. Ar pradeier, en traoniennou sioul, a oa marellet a vokedou aour. Mousc’hoarz an oabl glan a bare war an douar bleuniet.

Nobl, al leon, en doa galvet e holl sujidi da zont d’e lez da Gemper-Kaourintin. Eus Leon hag eus Kerne, eus bro ar c’hoadou hag eus bro ar mor, ar sujidi a oa deredet, pres warno, da lez ar roue meur. Gwisket o doa o c’haera gwiskamantou. An holl, bras ha bihan, paour ha pinvidik, a oa bet pedet, hag holl e oant deut ; holl… nemet unan… Alanig al Louarn, al loen fin, en doa kavet gwelloc’h chom er gêr. Gant an torfedou niverus a boueze war e goustiañs, Alanig ne gare ket nemeur dont da renta kont eus e daoliou kamm d’e enebourien douet. Rak kement hini eus an aotrounez-se a vage kasoni outañ. Gwir, abeg o doa da glemm : holl e oant bet flemmet gantañ en eur mare bennak eus ar bloaz.

Unan hepken ne oa ket bet graet d’ezañ an distera

− 9 −