Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/13

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

droug : Flaer, ar broc’h, dre ma oa mab da vreur Alanig.

Job, ar bleiz, a grogas gant e glemmou. Dont a reas dirak ar roue gant e gendirvi hag e vignoned. Lavarout a reas :

« Roue meur, roue galloudek, selaouit va doaniou ha va foaniou. Just oc’h, hag e pell vro eo brudet ho madelez. Va gwreg ha va bugale a zo bet merzeriet, hanter lazet zoken, gant Alanig. Tri bleizig am eus er gêr, war o gwele : daou anezo a zo bet hanter diskroc’henet gant an amprevan ; an hini all en deus kollet eul lagad, hag emañ war-nez koll eun hini all. N’ouzon ket penaos o deus gallet en em denna diouz e grabanou. Alanig a ya bemdez ha bemnoz war wasaat. Ne vefe ket hir a-walc’h peder sizun evit displega dre ar munud va flanedenn drist. Ha pa vefe kemmet e paper an holl walennou lien bet gweet a viskoaz gant gwiaderien Lokorn-an-Neved, ne vefe ket a blas warno da skriva eur c’hard eus torfedou al loen milliget. O roue madelezus, truez ouz eun tad paour, beuzet e galon en anken hag er glac’har ».

P’en doe Job dibunet e glemmou, eur c’hi bihan a savas diouz e gornig hag a saludas ar roue :

« Mestr », emezañ, « n’em eus nemet eun draig da lavarout d’eoc’h. Paour oun, ha n’oun bet perc’henn morse nemet war eun tamm anduilhenn am boa kuzet war gleuz al liorz. Alanig a zegouezas d'ezañ dont di d’ober eun dro, ha va zamm anduilhenn a yeas en e gorf ».

Lip-e-Bao, ar c’haz, a savas d’e dro, droug ennañ :

« Roue galloudek, ar c’hi bihan, aze, a dlefe rei

− 10 −