Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/15

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Job, ar bleiz, a lavaras :

« Alanig ne vezo ket douget da gaout keuz. Poent eo staga anezañ ouz ar groug. Ma vez roet ar pardon d’ezañ adarre, gwaz a se evit an dud a beoc’h hag evit an dud onest ».

Neuze, Flaer, ar broc’h, niz da Alanig, a savas evit difenn e eontr :

« Aotrou Job », emezañ, « desket em eus er skol, pa oan bihanik : komzou ar bleiz n’int ket artiklou a feiz. Evit displega ar wirionez penn-da-benn, ret eo anzav ne c’hell ket va eontr rei meuleudi d’eoc’h. E kement lec’h hoc’h eus lavaret droug anezañ, ha dirak kement den eo bet tamallet ganeoc’h, e gaou. Ma vije bet amañ en dije displeget, heñ e-unan, dirak an holl, ho troiou divalo. An Aotrounez a zo dirazomp a oar mat hoc’h eus, n’eus ket gwall bell ’zo, sinet ar peoc’h gant Alanig, hag ho-taou hoc’h eus touet beva evel daou vreur. Selaouit. Er goañv diweza eo bet darbet d’ezañ beza lazet abalamour d’eoc’h. Eun

deiz, eur charretour a oa o vont d’ar marc’had gant eur c’harrad pesked. Hag e teuas c’hoant bras d’eoc’h debri eus ar pesked fresk-se. Nemet ne oa ket eun diner en ho kodell. Neuze oc’h aet da gavout va eontr. Alanig a yeas ganeoc’h, a c’hourvezas e-kreiz an hent hag a reas ar maro bihan. Ret e oa kaout nerz evit ober se. Met klevit nag a besked en doa bet evit e lod. Ar charretour a dosta, a zispak e gontell evit laza va eontr. Alanig ne fich ket. Maro eo, a soñj an den, hag e stlap anezañ war c’horre ar c’harr, hilliget e galon en eur soñjal er c’hroc’hen flour a oa war gorf al loen. Ken buan e vije bet lazet va eontr war zigarez renta servij da Job ! Dre ma ’z a ar c’harr war-du ar vourc’h, Alanig a vann pesked, en

− 12 −