Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/18

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


« Alanig en deus kemmet buhez. Ne zebr nemet eur wech bemdez, beva a ra evel eun ermit, dougen a ra war e groc’hen noaz eur roched kanab rust. Ne zebr mui gedon na kig yar, hag, e kement doare, e ra pinijenn griz. Gouzañv a ra naon ha sec’hed. Aet eo treut evel eun askell-groc’hen. Ne chom mui anezañ nemet ar relegenn.

« O Roue glorius, lezit anezañ da zont d’ho palez, hag e welot e stad truezus. Met e enebourien glasko atao mirout outañ da zont amañ da zisplega ar wirionez penn-da-benn ».

A-boan m’en doa Flaer peurechuet e brezegenn, ma tegouezas e palez ar roue Kokoriko hag eur vandenn mignoned d’e heul. Pevar c’hilhog a zouge war eur gloued eur yar dibennet ha dic’houzouget. Mai-Graag, ar yar wella eus an dozverezed a oa e Breiz, a oa bet lazet, allas ! Gwad a zivere ouz bizier ar gloued. Alanig an hini en doa graet an torfed ! Diou yarig, unan a bep tu d’ar c’horf, a zouge bep a c’houlaouenn war elum. C’hoarezed e oant d’ar yar lazet. Gwisket e oant e kañv, hag eun druez e oa klevout anezo o yudal gant o glac’har kriz. A-dreñv ar c’horf e teue, e kañv ivez, Kokoriko, gwaz ar yar lazet. Dont a rejont dirak Nobl, ar roue. Kokoriko a lavaras :

« O mestr ar vro, d’ho palez omp deut evit goulenn justis. Eun torfed spontus a zo bet graet en ho rouantelez, hag eur c’holl spontusoc’h c’hoaz a zo bet graet d’in ha d’am bugale. Gwelit labour Alanig. Pa oa tremenet ar goañv, hag an deliou nevez o tarza e skourrou ar gwez, hag ar bleuniou o tiwana el liorzou, me a en em gave eürus o welout an amzer gaer o tont, ha levenez e-leiz va zi. Dek mab ha pevarzek

— 15 —