Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/22

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Ar re all a zo bet debret gantañ. Dec’h en deus lazet va gwreg karet. Ha, panevet e tegouezas ar chas, e vije aet en e gof. Gwelit dirazoc’h he c’horf dibennet ba dic’houzouget. Alanig eo ar muntrer !

« O Roue madelezus, gwelit hor glac’har ! Truez, truez ouzimp ! »

Ar roue a lavaras :

« Flaer, tostait ha gwelit yun ha vijel hoc’h eontr ! Gwelit penaos e ra Alanig pinijenn ! Me hel lavar d’eoc’h, keuz en devo, mar am eus eun tamm galloud bennak. Met petra ’dalvez komzou goullo ha klemmou ? An droug a zo graet, ha n’emañ ket d’ober. Selaouit, Kokoriko : ho kwreg a vezo kaset d’an douar gant ar c’henta klas. Enoret e vezo evel ar roueed. Goude e welimp pe krouget pe dic’houzouget e vezo Alanig ».

Displega dre ar munud an enoriou rentet d’ezi, ha piou a ganas, ha piou a ziskanas d’hec’h interamant, a vefe kalz re hir. War he bez e voe lakaet eun daolenn-varbr gaer, degaset eus an Itali. Hag er marbr e voe garanet e lizerennou aour :

MAI-GRAAG
gwreg da Gokoriko, ar c’hilhog,
ar wella dozverez a oa er vro.
Siouaz d’ezi ! Maro eo !
Lazet eo bet
gant Alanig al Louarn.
Ra vezo brudet an torfed
dre ar bed holl
ha ra skuilho holl loened
ar bed kristen
daerou a c’hlac’har war he bez.


− 19 −